« Poent eo chom a-sav gant ar rodoù-avel war vor » eme maer Erge-ar-Mor

A viz da viz e klever anv eus darvoudoù ha trubuilhoù war chanter ar rodoù-avel war vor e bae Sant-Brieg. Hervez ur pennad embannet ar sizhun-mañ war ar gazetenn Le Penthièvre e reklem Henri Labbé, anezhañ maer Erge-ar-Mor, e vefe paouezet diouzhtu gant ar chanter, « un distruj bras » emezañ. Ha poellgor ar besketerien da doniañ […]